— 106 —
- Gwir vab foran, aman war ma doulin,
O, ma Jezuz, ho pet truez ouzin ;
Gant ma daerou ha gant ho kwad,
Ra vin gwalc’het, adwalc’het,
Oan dous ha mat.(2 w) Parce…
|
N° LXXXVI. — Poent-bras eo d’eoc’h, pec’her, distrei ouz ho Salver.
Diskan.
Poent braz eo d’eoc’h, pec’her, distrei ouz ho Salver
Poent bras eo d’eoc’h, pec’her, distrei ouz ho Salver.
- Penaos ’vit eur blijadur dister
A gaver e-barz ar pec’hed
E tilezfec’h Doue ho Krouer
Hag e heuilhfec’h an droukspered !
- Hen eo ho Mestr leun a vadelez,
Hen a vo ho Farner, ivez :
Hag hoc’h eus c’hoaz an hardisegez
Da derri e lezenn bemdez.
|