Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —



  1. Lakait da sevel ’n hon parroz,
    Tereza, bleuniou kaer ha stank,
    Ma vo gyelet bemdez ha bemnoz
    Furnez e-touez an dud yaouank.

  2. Lagad Doue ivez a baro
    War hevelep eneou kaer,
    Hag en o zouez sur e tibabo
    Ar re ’savo ouz an Aoter.

  3. Hag ar Werc’hez, e Vamm vinniget,
    ’C’hallo gwelout gant levenez,
    Muioc’h a verc’hed yaouank douget,
    Da veva ’n he Breuriez.

  4. Pedit ma vevimp er santelez,
    Dre ar garantez unanet,
    Ha m’erruimp er Rouantelez
    ’Lec’h m’oc’h gant Doue kurunet.

Y. M. G.
Imp. 18-1-29 H. Trehiou, v. v.




N° LXXXIV. — Santez Tereza ar Mabig Jezuz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.=69
      \key g \major
      \time 6/8
      \partial 8*1
      d8 g4 g8 a4 a8 | b4. d4. \break
      c4 c8 b4 a8 | g4.~ g8 r d | g4 g8 fis4 e8 \break
      a4.~ a8 r g | fis4 e8 fis4 e8 | d4.~ d8 r a' \break
      a4 a8 g4 fis8 | g4.~ g8 r g | a4 b8 c4 b8
      a4 r8 d4. | g,4 a8 b4 c8 | b4. a4. | g4.~ g8 r \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Gwer -- c’hez ya -- ouank Li -- zieu li --
      li -- enn ar C’har -- mel di -- rak ho skeu -- denn
      goant Brei -- ziz ’c’hou -- lenn skoa -- zell Ro --
      it d’ho pu -- ga -- le si -- kour ha skle -- ri --
      jenn da vi -- rout ar vu -- hez kris -- ten.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #123
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

Diskan
    Gwerc’hez yaouank Lizieu lilienn ar C’harmel
    Dirak ho skeudenn goant Breiziz ’c’houlenn skoazell
    Roit d’ho pugale sikour ha sklerijenn
              Da virout ar vuhez kristen.