- Jan d’Ark, en ho yaouankiz ’vidoc’h pebez glac’har
Gwelout ho pro ken karet, he stad eur gwir galvar,
Beuzet eo ho taoulagad en eur mor a zaerou,
Gwad ho preudeur o ruilha war ar maez, er c’hêriou.
- Jan d’Ark, sec’hit ho taerou, grit eur sell ouz an Nenv,
Ha kent pell an enebour ’ranko souza a-drenv ;
Bro-C’hall ’vo dichadennet, dre zourn eur plac’h dister,
C’houi ’eo, krogit ’n ho kleze, hag ar pal a dizfer.
- Jan d’Ark, deut eo ar mare da guitaat evit mat,
Ho tenved hag ho kerent, breudeur ha mamm ha tad ;
Eman Santez Marc’harid, ganti Santez Katel,
Ouz ho pedi, truezuz, da rei d’ho Pro skoazell.
- Jan d’Ark, gant brec’h ho Toue e voec’h kement harpet,
Mar hoc’h eus graet burzudou, ganto ho Pro salvet,
War ho panniel skrivet ano Jezuz, Mari,
An enebour ’rank tec’hout, kaer en deus argadi.
- Jan d’Ark, tachenn ha tachenn, deut eo ganeoc’h an trec’h ;
En eur yudal an treitour a rank kemer an tec’h.
Entanet eo e galon a gounnar en e greiz,
Met sakret eo da roue, dre ho perz, Jarlez seiz.
- Jan d’Ark, al labour dispar ’c’h eus graet betek breman
A dlefe d’eoc’h talvezout mil bennoz, a gredan.
Siouaz !… ez it da blega d’eur blanedenn c’haro :
Gwerzet, taolet er prizon ha barnet d’ar maro.
- Jan d’Ark, gwenn eo hoc’h ene evel eul lilienn,
Met kavet ez eus abeg en ho puhez kristen ;
Eur barner kriz, digalon, ’n e gorf an droukspered,
D’eur marv spontus ho parno : en tan viot devet.
- Jan d’Ark, en tandad, warnan ho korf santel
Gant ar flamm a vo gwisket, evel gant eur vantell ;
Kent mervel, ano Jezuz tridal ’ray ’n ho kenou,
Ha prim evel eur goulmig, hoc’h ene d’an Nenvou.
- Jan d’Ark en Nenv galloudus, ni a zeu d’ho kervel :
Harpit ar vro ’c’h eus karet, karet betek mervel
Ha grit m’ho lezo Doue da sikour, c’hoaz eun dro,
Ar re a labour bemdez da savetei o bro.
- Jean d’Ark, pa ’z oc’h c’houi breman e renk ar sentezed,
Ni ho ped hag hoc’h asped, d’imp da veza klevet :
Ar bed-man ’zo eur stourmad, ennan poan ha lenvou,
Grit d’imp gounit al lore hon c’haso d’an Nenvou.
|