ar paour qèz Maze Simon a recommandas ivez d’hon hostisien nonpas credi nac e pautr e voutou coad, nac e cariguet an ancou, nac er ganneres nôs, nac er buguel nôs, nac er seurt traou sot evelse, haq er prometjont.
Trugarecat a rejomp hon hostisien, hac en em leqejomp en hent.
Simon a Vontroulez a ancourach messaerien langour ha feneant d’en em occupi.
Pa voemp rentet ur pennad mad eus an ty, Simon a Vontroulez a lavaras dìn : Sonjal a ra dêc’h-hu e zeo yac’hêt an dud-hont, ha ne gredont mui e tistro ar re varo ? — Mes, emedòn, seblantout a ra dìn o deveus recevet ur guentel vad aoüalc’h evit se. — Eh bien ! en em drompla a rit, va c’hamarad qêz. Ne zeus drouc ebet diessoc’h da yac’hât eguet an aoun, hac e zòn certen na vez netra êzettoc’h evel d’o laqat c’hoas da gredi en se, hac er supertitionou all. — Mezus bras eo gouscoude, emoun-me, ha goal afflijant, guelet c’hoas o ren, en amzer ma vevomp, surpertitionou evelse.
Güir eo se, hac un druez eo ; ha gouscoude er c’hreder eus a dad da vab er familiou a neglich education o bugale. Guelit penaus an dud qêz-se o deus abafet ha douaret o innoçant