Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
ŒUVROU DALIF

evit guelet enni d’ho cundui, ne zeus qet ezom e vez sclêrigennet bras an hent ; ur c’houlaouennic a so aoüalc’h evit se, dreist oll, mar deo hini ar speret vad. Evidòn me a ansav dêc’h penaus, en eur bratica ar pez e teuàn da lavaret, e meus tec’het epad va buez, evit va c’homt va-unan, hac e meus grêt alies evita da re all, ar rêsonniou hac an tabudou a eljemp beza bet gant meur a zen pe gant ar societe. Esperi a ràn ec’h ello beza er c’hement all evidoc’h, hac en em rejouissìn, rac beza e vezo espern dêc’h calz a boanniou, calz a sourciou, ha memes marteze ho revin. Ur proces a so ur c’hloc’h a dint en ho tiouscouarn nos-deiz, ha n’ho lez na da glêvet na da gousqet. Ur riboul eo placet ebars en hon tenzor, hac a chass bete ma en devezo e scarzet. Ra ellìn eta contribui d’ho preservi diouc’h un hevelep goualen ! Goude se, da respont eus a guementse, na gredàn qet en ober, rac beza e zeus tud na ententont qet rêson, ha na elfent qet beva hep disput. Hoguen, ma errufe ho pez affer dious ar re-mâ, ar preservatif a elfe beza hep effet, ha na vez mui da ober nemet da applica ar remed, da lavaret eo, d’en em difen. Neuze e teufe va jurisprudanç da êchui, hac e vez ret, hep hesita, caout recours da hini un den a lezen. N’int qet oll qen diaoulou evel ma zint du ; hac eus a lec’h all, e peb seurt tra, peb-hini e vicher : mar doun qemener, ec’h ellìn ober va bragou, mes nonpas va boutou ; ma ven charon, ec’h arranchfen