Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
Simon

pez am bezo guelet ha clêvet c’hoas. Da c’hortos se, e reqetàn digant Doue, va mignonet, ma vezoc’h fur hac eürus. Côs oun dija, ha ne meus qet nemeur a esperanç da velet un amzer velloc’h ; c’houi er guelo marteze, c’houi er guelo, mar fell dêc’h. Diorroit ar yaouanqis a vremàn e santimanchou mad, hac inspirit dezo un atachamant vras evit al labour. Dre se, ec’h erruo ur moment eus a brosperite general, e pehini an oll a vezo eürus ha contant ; e pehini ar vizer na rayo en em santout nemet da nebeut a dud, pere a ello facilamant beza sicouret ; e pehini an oll en em sello evel breudeur, ha na glasqint mui noas an eil d’eguile ; e pehini peb den a ancounac’hao e interest e-unan, pa vezo qestion eus a interest ar vam-brô.

O Bretonet ! ô va c’henvroïs ! deoc’h ê da rei an exemplou caer-se d’ar bobliou oll !… Roet oc’h eus dezo hini ar vaillantis ; roit ive dezo an exempl eus ar vertuz : se a vezo ho caera triomph, ho prassa superiolach.


FIN EUS A SIMON A VONTROULEZ.