Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
Simon

Bertaud. — Na ouffet qet caout muioc’h.

Louis. — Eh bien ! gouzout a ran moyenou evit cresqi calz ho tanvez. Lezit ac’hanon, e-pad ur bloa, da c’houarni al labouriou. Ne c’houlennàn gajou abet bete neuze : bevit ac’hanòn hepqen, ha ma meus isçu mad, e reot goude ar pez a guerot.

Bertaud. — Mes, va fautr-qêz, ne sonjes qet ; re yaouanq oud c’hoas evit se.

Louis. — Noc'h eus qet eta a gonfianç ennon ?

Bertaud. — Eo sur, va Doue ! mes lezel ac’hanout da gundui al labour…

Louis. — C’houi a evessao varnòn.

Bertaud. — Ah ! eleal, cede aze un dra drol ! Eh bien, neus forç, Consanti a ràn d’ar pez a c’houlennes.

Louis. — Prometti a ràn dêc’h e reot anvi d’hoc’h amezeyen abars ur bloa amâ.

Bertaud. — Allon, en em fiout ar ràn ennout ; guelet a res peguen bras eo an ompinion vad a meus demeus da ziscadurez ha demeus da verit vad.

Guelet a rit-hu ac’hallen hon pautr Louis o cundui ur ferm vras ? Me ho lèz da sònjal peguen joaüs e voe-én, o receo consantamant Bertaud ! Evelse, en ur spaç a zaou vloaz, e gundu vad en devoa en rentet er plaç important a zalc'he.

Commanc a eure eta, qerqent, da gundui douarou ar fermier Bertaud, ha da laqat e profit an anoudeguez en devoa tennet deus e studi var labouriou an douar. Ne voe mui guelet na