Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
a Vontroulez.

c’hadour, chom da leina ganeomp, ha goude se me a royo did ul lizer da gass da autrou person Garlan, pebini, me so sur, a rayo e bossubl evit caout did ur plaç hervez da c’hoant.

Qerqent ma voe leinet, Louis a drucarecâs ar marc’hadour, hac en em rentas e prespital Garlan ; rei a eure al lizer d’an autrou person, pehini, goude er beza lennet, coulz evel ar paperiou all en devoa digasset Louis gantàn deus e vro, a lavaras dezàn : Arça, va buguel, re divezat eo da vont e nep lec’h ; mes coannia ha cousqet a ri amàn, ha varc’hoas, goude dijuni, e teui ganén.

Antronos vintin, evel ma en devoa lavaret, ar Person ha Louis en em rentas en ur ferm vras, e Langonaval. Bonjour va zud vad, eme ar person, en eur antren ebars en ty. Lavar dìn, Bertaud, ha te a elfe rei implich d’ar pautr yaouanq-mâ. Me so sur e vezi meurbed contant dioutàn ; n’em bije qet er proposet did, anez ma zoun en em assuret, dre un examin demeus e baperou, pere a brouv ervad e zeo ur buguel a-fêçon. — Ma, autrou Person, ha pa na vez nemet evit ober plijadur dêc’h, me guemero sur anezàn. Contant e vez-te, va fautric, da veza pautr-saout ? — Oh ! ia da, eme Louis, a greiz calon ; hac e credàn ellout assuri dêc’h, dirac an autrou Person, n’ho pezo qet a gueuz d’am beza recevet en ho servich, rac me bromet e rìn va fossubl evit ober va dever ervad, hac evit plijout dêc’h. — Credi a ràn se, eme ar fermier. — Arça, eme ar Person : cede te