Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
Simon

gundui hon-unan. Pa guez un den, e Zeo ret deomp dioüal da laqat hon treid er plaç ma voa e re, rac ar plaç-se so ramplus : mes sellomp ous an hini a vale eün ha ferm, ha tachomp d’e heuill ; rac en hent mad e màn. Na lavaràn qet dêc’h davantach, ha cetu ama va histor.

Gouzout a reot penaus e voa en ur bourqic bian, tost da Pontecroas, un den paour, hanvet Marcel. An den-se a voa chommet intanv abred, hac e vreg e devoa lêzet gantàn daou vuguelic yaouanq. Ar mab hena a hanvet Jerom, hac eguile Louis. Marcel en devoa ur speret mad, mes n’en devoa recevet nep education, hac e sante ur chagrin vras da nonpas gallout rei descadurez d’e zaou vab, rac re baour e voa evit se. Peguen eurus e vije en em gavet hirio, da ellout o c’hass d’ar scoliou e pere ne goust netra evit beza disqet ! Mes, ne voa qet aoüalc’h d’ar c’houlz-se evit m’en devije gallet bourg Marcel possedi unan. Dre na elle qet eta laqat disqi netra d’e zaou vab, e clasqe da viana inspira dezo principou a zevotion hac a vertuz. Gouscoude, fea na elle qet occupi anezo eus an deveriou necesser-se hed an deiz, e zoa facil d’an oësder ha d’an dissipation dont prompt da zistruch qentelliou mad o zad.

Jerom en devoa ur penn avelet hac a rede bemde gant ar vagabonet all ; mont a rê gante da laeres avalou, sailla rê dreist ar c’hleuyou, ha meur a vech e voa bet corrijet ; mes n’en em vante qet eus a se d’e dad. En em accustumi a rê ivez, dre didalvoudeguez, da voal--