Te ! Nann ! Nann ! biken !… An A O. Doue ne c’houlenn ket kement se diganin, memez tra !!
Bah ! Môn, hen lez da zont… Kaout a ra d’it, e kemerfe, an A O. Doue, da vab bihan, diganit, fenoz !… pa glevez e vouez o lavarout d’it rei dorn da savetei egile… an dra-ze n’all ket beza !… Ha neuze biken ne gavo amzer vravoc’h evit mont war e vicher… Ha ! ma vije bet Kerdu, aman !
Ma vije bet Kerdu aman !… Gwir eo !… Ac’hanta, en dije lavaret d’it mont…Kerz neuze ’ta !… ha Doue d’az pennigo !… Eus Iein ar Baradoz elec’h ma ’n em gav breman evurus, gant Doue… Kerdu, e seblant d’in hen klevout o lavarout d’it an hevelep komzou… Kerz eta, ma fôtr bihan, ha sant Erwan hag ar werc’hez gant an Otrou Sant Goneri venniget, d’az mirout a bep droug !…
O Mamm goz ! Mil trugarez ! Bennoz Doue d’eoc’h !
Ya ! kerz, ma fôtr, ha hast buan… Ha breman, ni hon diou, Marivonig, lavaromp hon Fater : (daoulina a reont).
Hon Tad pehini ’zo e Nenv…