Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

er-maez, abalamour da ugent skoed… eun netra ! Truez ebet… nag ouzoun… nag ouz ar vugaligou-man !… Nann ! nann ! biken ne bardonin !…

MARIVONIG, bepred e kichen ar prenestr…

Mamm goz ? mamm goz !… en e sav du-hont war beg an dosenn, ar Penven-Koz a sell e-trezek aman… hag a seblant lavarout d’imp hasta… arru eo ken tenval an noz, mar deo a-vec’h d’imp gallout hen gwelout.

YANN

Ya !… met ar mor a zo dichadennet awalc’h… Sellit penôs en em sko du-hont, o eonenni, war ar reier… lavaret e vefe, eur bagad kezeg gwenn o tont, d’an daoulamm ruz, da sevel, a big, war an tornaod… Ha ! pa ver e douar, e vez c’hoaz muioc’h a aoun rag ar mor o c’hoari e benn, eget pa ver e bourz eur vag bennak…

MARIVONIG

Ya ! Ha pa c’houvezer dreist-holl en em gav du-hont, e unanik… en eun tamm koz bag a netra… eur paourkaez malevrus, a ne anavez ket ar vicher, o vont da veza beuzet marteze…

MON, evel droug enni

Ro peoc’h d’in !… meur a hini all a zo bet lonket gant ar mor !

MARIVONIG

O, mamm goz kaez !… en ano Doue ! bezit truez ouz Yfig Barzig ! Bezit truez ouz he vamm ! ma vijec’h en o « flas » !…

MON, gant rustoni

Serr da c’henou ! Bez e’z eus tud all, o c’haloun rannet gant ar glac’har, ha war goll o fenn, gant ar boan-spered, ha ne vez ket truez outo !

YANN

O, mamm goz ! ma vije bet tadig koz aman, e vije bet aet, hen !

MON

Marteze (eun tamm a gostez hag a vouez izelloc’h) met hennez a oa gwelloc’h kalonet egedoun-me.

YANN

Ne vije ket bet pell o kemerout ar stur hag ar roenvou… buan e vije bet lammet en e vag… ha, diouz red, e vije bet aet e unan.

Hag hoc’h eus lavaret, mamm goz ! e oa c’houi breman, ar vestrez aman… Ha ne fell ket d’eoc’h, e vefe kemeret nag ar stur, nag ar roenvou !

MON, en eur vont e trezek Yann hag en eur ober eun tamm difreta d’ezan, krog en e vrec’h

Petra ! ne roy ket a beoc’h ! Setu aman, marteze !… Lavaret am eus d’it