kaer… n’int na re vras, na re vihan… met n’eus ket gwelloc’h egeto. Ar Sentenn, ne vez ganti kammed nemet tammou koz-treou [1], hanter-voued enno, hag e chomont an hanter-’n’amzer war he c’horf ganti. Met ar meskl-man, o anavezout a ran mat, a dle beza leun a voued. Ha warc’hoaz, mar bez bolantez Doue, e kavin, aezet, gwerz d’ezo… Hag em boa lavaret d’it, e vijes deut ganin !
Ya ! velkent, Soëz ! Petra, n’ hoc’h eus ket a sonj ?…
E feiz, nann, sur !… Met ne golli ket evit gortoz. N’eo ket deut an holl veskl ganin hirio, eus an aod… N’eo ket meskl a vank du-hont war ar reier. Warc’hoaz pe e de-warlerc’h e vo bravoc’h an amzer marteze, hag e teui neuze ganin. Hirio eo bet re divalo, memez tra, ha ma vijes deut d’an aod, ez pije tapet klenved, kê da c’hoût. Yaouankik ez out c’hoaz evit mont da veskla dindan an holl amzer. Ze ’zo mat evid eur rederez-an-aod eveldoun-me. Me ’zo kustum… ha ne ran ket muioc’h a van, nag ouz avel, nag ouz glao, eget kastel-an-Taro ouz eun taol aval poaz.
Gwir eo, Soëz ; hag evel ma lavaret, n’eo ket eur pardon beza o veskla, dindan eun amzer evel ma ra. Hag e Bugelez, du-hont, e tle beza ker rust ar mor breman, hag e dro d’ar Jentilez.
Hag e dro d’ar Jentilez ! Damdost da vihana. Pa vez an taoliou-mor o frega du-hont war ar reier, e seblant o defe c’hoant d’o zibrada, ac’hano, an eil warlec’h egile, evid o lonka.
N’eo ket dre eno, ’n eun tu bennak, e savetaas, ma zad koz, ar vartoloded Hollandad, eun devez ma oa foll an amzer evel-hen ?
Nann !… eun tammig pelloc’h, ma fôtr… er c’hostez all da Daveeg, war-zu ar Jentilez, e oa, du-hont, ez-eêun da Berroz…
Eun devez evel heman, e lavaran-me ivez ! Ne oa ket !… A dra sur, ne oa ket brao beza er-maez e deiz-se, pell ac’hano… met aman da vihana n’e oa ket kement a zienez evel e deiz a hirio ! na kement a drubuilh, na kement a c’hlac’har !
- ↑ Dastumet ganti n’ouzon ket pelec’h.