Arôk paouez, Arvorig he do bet an eurvat da beurvoulan pez-c’hoari Pôtr Juluen, an Ankelc’her, ha gwell a ze !
Eur pez-c’hoari eo hag, e tu-hont ma ’z eus ennan danve da didui, da lakaat da c’hoarzin, e nem gav ive, ha kaeroc’h c’hoaz, eun desrevel eus doare bevan an dud diwar ar mêz, an dud etre, hag a zo tapet c’houek adalek ar gomz gentan ha heuilhet mat penn-da-benn.
Met petra eo an Ankelc’her ? Den pe loen ? Nag an eil nag egile. Troude, en e c’heriadur brezonek, a lavar d’imp eo an ankelc’her eul lutun, eur breur d’ar c’houiteller-noz, d’ar moustig-noz nemet an ankelc’her, henvel ouz « pôtr e voned ru », — eul lutun all c’hoaz hag a laere krampouez, krampouez, — an ankelc’her eta ’zo eur c’hanfard hag a gar ar c’hognou klenk e diabarz an tiez, hag ac’hane e tibab e goulz da c’hoari troiou d’ar merc’hed hag ive d’ar bôtred.
Luch ar Bitouz, hag e wreg, Mari Bikaouik, o deus feurmet evelse eun ti hag ez eus ennan eun ankelc’her o chom.
Paour kêz tud mac’h int, darbet eo d’ê dont sod, ha bean serret er prizon, gant al lapous-man o luian o stal d’ê penn-da-benn.
Setu eno eun tu eus ar pez-c’hoari, ennnan peadra da lakaat kanfarted, ha tud vras ive, da sklokal. Bravoc’h ’zo c’hoaz ; an dud arru war an oad a gavo o flijadur o heuilh, doareou, giz bevan Luch ar Bitouz hag e Vari Bikaouik ken dizrouk, ken difourm, zoken e kreiz o zrubuilhou, o klevet o tont ganti ken brao « brezoneg Plistin », pinvidikaet c’hoaz gant an oberour.
Buhe ar Vretoned, — da vihanan, ar re gwechall, — a oa eun dra yac’h ha kompouez ; setu perak eun dôlenn eus ar vuhe-ze, pa ve dispaket frêz dirakomp, a deu da vean ive eun dra diskwizus, konfortus da welet, hag an hini en deus livet Pôtr Juluen ne vank de’zi netra da vean par d’ar wirione.
Ne zizroin ket war ar pez ; lennet-han hag e kavfet gantan penn-da-benn blaz ar gêr. Pôtr Juluen e plij d’e c’hoarierien astenn o c’hôz, henvel-mik eno adarre ouz hon zud-ni hag a ra « Kornedadou butun », pe evadegou kafe, war digare sevel etreze eur gôz ha n’achu ket ken.