Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

dalc’hmad da gaout penn d’e gudenn ; ha c’houi, ma mignon, hoc’h eus lezet ar furnez hag an onestiz a goste. Hirie e Bro Vreiz, e gwirione, e tilezer, a-grenn, giziou koz ha leun a furnez ar c’hendadou ; hag e pleger, vit an disteran tra, evel an dud dibenn, da holl skoueriou fall ar C’hallaoued. Ar giziou koz, ar giziou gwirion en eur goll ané hoc’h eus c’houi, ma mignon, kollet ho mez hag evet hoc’h onestiz, n’en deus ken evidoc’h nemet ar prizon.

Ha breman, arôk ma vo roet e varnedigez da glevet d’an den-man, c’houi holl, ma zud vat, e vank dac’h sevel ho torn ha toui, dirak ar groaz, e lârfet ar Wirione, ha netra nemet ar Wirione.

Holl war eun dro (en eur zevel o dorn)

Ya, ni ’dou, dirak Doue, lâret ar Wirione, ha netra nemet ar Wirione !

Draskik

Setu aman, otrou, al lapin hag ar baner.

Ar Barner

Mat ! Laket anê aman war an dôl.

(D'al Lupik). Ha c’houi, Lupik, petra ’c’h eus da lâret breman, vit ’n em divec’hian ?

Al Lupik

Ar Wirione, ôtrou « Juj » ha netra nemet ar Wirione ; hag eneb d’ar Wirione n’hall den mont, n’eus forz pegen kazus d’ei bean, evel ma lârec’h bremaïk dioustu. Met arabad eo kredi kement tra a glever, rak, evel ma ouzoc’h, dibaot eo ar Wirione ha stank ar gevier. Diwar ma muzellou-me, koulskoude, hini ’bet ne goueo hirie. Ha neuze, n’eo ket ar pez am eus da lâret ! Tri bloa ’so ec’h on evel mevel e ti Fanchonik, ha biskoaz tra n’he deus bet da rebech d’in… Gwir neo, e ti-man ec’h on bet n’oun ket ped gwech, met biskoaz n’on deut aman nemet da zigas da Vari Bikaouik ar pez he dije ezomm evit he c’hegin, ha netra ken. Gret an enklask a garfet, ne gavfet den e Lomikel da gaout kalz da lâret diwar ma fenn. Gret am eus ma dever betek breman, evel ma oa dleet d’in hen ober. Ha breman, ôtrou « juj », gret hoc’h hini. Met diwallet mat ! Barnerien ar bed-man n’int netra, nag o barnedigez kennebeut alïes. Diwallet mat ma ve hirie trec’h ar gaou d’ar Wirione ! Gwell eo eur gweled evit kant klevet, ha d’in da gredi biskoaz den n’en deus gwelet ac’hanon oc’h ober chao aman. Eur barner a zo, an O. Doue, sklêr e lagad ha hirr e weled ; hen hepken a oar penôs ’man kont