An diaoul, a lâran me ive ! N’eo ket ! Met all lampon-man ! En e doull hon deus tapet anean.
Al Lupik !! Hag ec’h eo te a deue aman d’ober an troiou-man ? Ha piou en dije sonjet !!! Ha me a rê ma c’hont, koulskoude, e oa al Luch pe e wreg !
Ya ! Kentoc’h ! N’eo ket me, sur ! Me ’zo, c’houi oar, tri blâ ’so e ti Fanchonik, ha biskoaz den n’en eus bet kavet an disteran droug da lâret diwar ma fenn !
Nann sur Lupik ! Met al louarn, dre ma kosa, a fina. Ha mar deo te ’zo kiriek d’an holl chao a zo bet aman, ec’h ez da vean laket, eur pennad, en disheol… hag evelse, hon devo peuc’h aman marteze… ’Meus aon az poa c’hoant d’hon c’hemer holl evit tud sod ! Bremaïk, e vo gwelet piou eo ar zotan aman ! Me ’c’h a bepred da glask ar barner, d’ober eun tamm da varo d’it ! ne gredan ket e ve re abred. (Mont a ra kwit).
Me, glevet ket, n’am eus grêt netra ! Ma ve trouz e ti-man, n’eo ket me a ra nag an drouz nag an troiou fall a damaller d’in ! Me am eus re d’ober bemde, mont da gas treo d’an dud, kwit da zont aman da goll ma amzer. Ha neuze, abred pe diwezat, e vo gwelet e pe lec’h eman ar wirione.
Ma breur, mar deo laer, n’eo ket me, marvat, e tamallfer. Diwallet mat ! Eus ar bara a droc’hfet e vo trempet d’ac’h ! Krog evit krog, kraf evit kraf. Setu penôs e vo kont, kaer po c’hoari !
Ya ! ya ! Gra da bôtr brao, breman. Enberr, e vo gwelet hag-en e vralli kement da gloc’h.
Alo, pôtred, eun tamm kempenn d’an treo dre aman… an dôl er c’hreiz ha kadoriou endro d’ei. Me gred ec’h a velkent, ar pardon da achui !… Ar barner ac’h a da arruout,