Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

ec’h int. Alïesoc’h e vezont e Kêr-foulet evit e Kervarrek, ha n’oun ket hag e n’o defe ket grêt ar c’hoari-man evit chachan diganin eur gwenneg bennak d’o godel,… evit kaout peuc’h ha bean ar sioulan ma c’hallfe war ar jeu man.

Hag e gwirione, adalek ma vro krog ar vrud da redek, penôs e vo an ti-man, eun ti pleustret gant an diaoul, pe eur spontailh all bennak ; achu d’an dud da zont da c’houlenn hen feurmi. Hag an ôtrou, petra laro ? Ma ne ven ket tamallet c’hoaz ! Ha lammet ma gopr diganin ! (Ermez e klever trouz)… Glevet ket, ’meus aoun int arru… ha petra rin-me ? Ma karjen bean harzet anê da zont aman, arôk Gourmikêl ? Met breman ’on re zivezat ! Ha keuz arôk ma ne ve ket, keuz goude ne dalv ket !


XVIIIet PENNAD
AR BOBALEON — LUCH AR BITOUZ HAG AN DILOJERIEN
Luch ar Bitouz

Allo ! pôtred, an treo-man ac’han buan ! Betegout na teufe c’hoaz an diaoul da gerc’hat anê !

Al Lanchen

Buanan ma c’hallfomp, Luch ar Bitouz. Met roet d’imp eun tamm amzer ’velkent ; me gred hon heus hastet awalc’h betek breman, — e tiver dija an dour diouzin !

Ar Bobaleon

Ya ! Ya ! Ya ! pôtred, marvat n’eo ket red d’ac’h ’n em lac’han.


XIXet PENNAD
AR MEMES RE — AN ARCHERIEN — AR BARNER
Ar Barner (Luch ar Bitouz hag e bôtred a zo nec’het bras)

Nann ! Nann ! n’et ket da vont re vuan, ma welfomp eun tamm penôs eman kont gant ar jeu-man, pôtred !! Rak, adalek ma n’eus bet gwelet den ebet, troïdeller ebet o tont e ti-man, nag o filostât wardro, an dodion hag an drouz hag ar jolori a ve aman bemde, n’hallont bean nemet eus perz Luch ar Bitouz pe e wreg ! Darn a lâro, a dra zur, e teu an diaoul, pe kornandoned aman ; met n’eo ze nemet kôjou gwrac’hed koz, ha ne dleer ket ober muioc’h a van oute evit kastell an Taro ouz eun tôl avel poac’h !

Ar Bobaleon

Ar wirione ’zo ganac’h, otrou « juj ». Hag evel d’ei breman, ma roulo !