Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —


Ar Bobaleon

Dioustu !… Ha bremaïk en en gavo rak hirie, krak, eman e ze da zont da Lomikêl. (Ec’h a kwit).

Al Lupik

Laket am eus, evel ma welet, Mari, war an dôl, ar pez ho poa kemennet, er beure man, da Franchonik. Ec’h an breman pelloc’h neuze ha kenavo ar c’hentan. (Mont a ra kuit).

Mari Bikaouik

Kenavo ’ta !


VIet PENNAD
LUCH AR BITOUZ (bepred kousket) — MARI BIKAOUIK
Mari Bikaouik

N’am eus tamm chans ebet memestra ! Ha ma ’n eve grêt ma gwaz an holl jolori-man aman, aboue mac’h omp deut d’an toull-man ! Met n’on ket evit kredi e ve hen ! Ha gwelet ne zihun ket !… Ne dle ket bean maro koulskoude ! (Ober a ra d’ean eun tamm difretan). Luch ar Bitouz !!! Ma mignon ker ! ma c’harante ! ma gwaz kez ! ne dihuni ket ?

Luch ar Bitouz (a zihun evelkent)

Petra ’zo ?… Petra ’zo ? Ho ! holla vat ! gwisket e zant Malarje ! Setu aman eur grampoezemn ? Ha piou an diaoul an neus gret kement-man ?… Hag epad ma c’housk ! hag hep dihuni ! N’on ket evit kredi ne vefen ket bet eur pennad bennak, etre daouarn eul lenner planedennou, peguir n’am eus gouveet netra ! (Sellet ra ’n eur mezellour). Ha duet ma fenn d’in !… Mari, n’eus ket eur bannac’h dour aze !… Ma arrufe n’eus forz piou aman !

Mari Bikaouik

Eo… setu aman peadra d’it da ’n em walc’hi ! Met, n’ouzout ket, ar Bobaleon hag al Lupik a zo o paouez mont ac’han, hag e c'hallez kredi penôs o deus gwelet ac’hanout.

Luch ar Bitouz

Oh ! neuze, ne zervij ket kuz ar pec’hed !

Mari Bikaouik

Nann ! siouaz, hag end-eün, ar Bobaleon a zo êt da glask an ôtrou Bibichen da zont d’az kwelet… o sonjal penôs e oas troet war da spered.

Luch ar Bitouz

Petra ? Petra lerez ?