Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

Me ’ouie awalc’h ! Ha piou ’ta eo ar gilhenn ’neus c’hoariet an dro vil-man d’in ?… Mar gallan me tapout anean, sakerbie, me ziskoueo abred d’ean e pelec’h e koll ar c’hein e hano !

Luch ar Bitouz

Mil bennoz Doue d’ac’h, Bobaleon !… Rak ho ti a blij d’in kenan. Ha mar be bolante Doue, panegwir e fell d’ac’h feurmi an ti-man, me ’gred e c’hallfomp marteze, ober marc’hajou, hon daou.

Ar Bobaleon

Trugare d’ac’h, Luch ar Bitouz… Eur pennad ’ zo, n’am eus peuc’h ebet digant ma mestr, abalamour d’an ti-man. Hag e tigas d’in lizer war lizer, diou, ter gwech ar zun, vit goulen diganin hag-en ve feurmet… Breman da vihanan, am mo ar blijadur da skrivan d’ean, penôs ’m eus kavet d’ean danve eur mêrour hag eur mêrour mat, unan hag a blij d’ean, ’velkent, e di. Betek breman, e gwirione, nan neus ket bet eur c’hristen o klask feurmi anean.

Luch ar Bitouz

Ha gwir !… Ne gredan ket ac’hanoc’h ! Heman ’zo eun ti kaer, koulskoude !

Ar Bobaleon

Kaer ?… n’eo ket sur, met en eul lec’h meurbet dispar eman. Ha dre-ze, e talve eun tamm mat, dreist-holl d’an divroidi a deu aman diouz Pariz hag a lec’h all da dremen an hanv.

Tud pinvidik bras, ma fôtr kez… Tud a fêson, ne lâran ket ! Bean zo, e gwirione, eur bern strakellou ouz o heul, henvel ouz ne oar den petra, hag ampoezonet ar mor gante. Fanch Krenv a lâre d’in, en de all, penôs ne gever ken a besked aboue ma ’c’h eo deut an distôiadennou-ze dre aman.

Met n’eus forz piou int, gant ma devo eun tammik klotenn, e c’heller êzet dont a-benn oute, ha n’eo ket arc’hant a vank d’ê !…

Bepred, aman, ma mignon, evel ma welez, e zo êr vat… war ribl an ôd. (Sellet a reont dre ar prenestr) Sell ! na pegen brao n’eo ket ar mor hirie !!… Penôs ec’h eonen du-hont war rec’hier Beg-ar-forn hag e tu all, endro d’ar Roc’h-ru ! Tosta c’hoaz eun tamm, ma weli ! Sell ! ne welez ket pelloc’h du-hont, a-glei, Roc’h-al-Laz ? Pa lâran d’it, tïe a seurt-man ne ve ket kavet bemde !

Luch ar Bitouz

Ya ! ya ! ar wirione ’zo ganit. An ti-man ’zo diouz ma jeu. Met, marvat, e kousto pikez d’in ?!!?

Ar Bobaleon

Ne raio ket, sur ! Eur pez ugent real war daou-ugent skoed.