Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Kontaden an ermit dizoursi. Arvorig, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


Kontaden an ermit dizoursi


————


En eun ti, war vord eun hent bras, oa gwechall eun ermit hag a gave skanv ar vue. War e zor ’n evoa skrivet :

Aman zo eun ermit dizoursi,
Biskoaz n’en eus bet melkoni.

Ar roue a digoueas d’ean tremen. Mantret e chom da lenn ar pez a wel skrivet.

Hag hen en ti.

— Penôs, emean, c’houi n’oc’h nemet eun tammik ermit ha ne ve kammed diês ho spered gant netra ? Ha me ’zo roue ha n’am eus nemet reuz ha melkoni bemde ! Oh ! gwelet e vo ! Me dremeno c’hoaz dre aman e-berr. Ha c’houi lavaro d’in ped