Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Peric fillor ar Roue


VII


Eur wech oa eur boutaouer koat hag a deue d’ezan kement a vugale ma na gave mui paeron na maeronez ebet.

O klevet e oa ar Roue o tremen dre ar vro, ez eas beteg ennan.

— « Aotrou Roue, a lavaras d’ezan, me ’m eus eur bern bugale. Holl int evit ho servicha. Er mintin-ma, ’zo ganet eun all d’in. Daoust hag eas e vefec’h, mar plij, da veza paeron d’ezan ? »

— Ah ! foutre ! eme ar Roue, ia sur ; eürus hag a galon vat e vefen paeroun d’az pugel.

Ar bugel ’voe hanvet Perig.

— 97—

7