Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED
ugent lur d’ar sorser. Mall en doa d’e welet o vont kuit, en aon da veza sorset gantan d’e dro.
Evelkent, e kinnigas d’ezan eur banne gwin.
— Nann ! bennoz Doue, Laouig. Koz oun.
Ne dan mui founnuz gant va hent. Mall eo
d’in mont. Va hini goz ’vo inouet ouz va
gedal. Kenavo eur wech-all.
⁂
— Pegement, a lavaras, neuze, Fantik d’he fried, pegement oa eat d’it gant al laer ?
— Dek lur. Hag em euz dispignet ugent
lur evit o c’haout. Ar zorserien ’zo eun tammig
ker !
⁂
Dizesk oa an dud, gwechall, |
◆ ◆ ◆ ◆ ◆ ◆
— 86 —