Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON



Ar medisin a dec’has. Edo a veac’h o tont deus an ti war ar ru, pa welas e gamarad oc’h en em deuler er-meaz dre e brenest. Lammad a reaz d’e gaout. Mez penn ar c’homiser oa faoutet. Ne zaleas ket da vervel. Hag en eur vervel e lavare : « Milliget ra vo deskadurez Salomon ! »



Doue eo mestr ar vuhez,
Ober e volontez
A ve furnez.
Na c’hoanta, morse, beva pell.
Mez gra ervad abarz mervel.

— 75 —