Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Eo, eo, eme an Aotrou, sevel a reoc’h d’ar gorre. Setu ama eur c’hap houarn. Lakit an dra-ze var ho penn hag e savoc’h goude ma ve beteg ar baradoz.

Mezaon, en doa mall da welet Yann pell dioutan. Ha Yann digouezet e ginou ar puns, lakaat ar c’hap houarn var e benn, kemer an tad war eur vreac’h hag ar plac’h yaouank war eur vreac’h all, hag en eur mare, edont douget war an douar.



E gamaraded ne c’hedent mui anezan. Kaout a rea d’ezo ne c’hellje biken dont deus ar puns hag e vevent drant ha dizoursi.

An eil hag egile o doa kemeret da briejou ar plac’het yaouank oa bet digaset d’ezo gant Yann. Beva ’reant kevret er maner hag oa bet digouezet ennan kement a wall ganto en deveziou araog.

Mez, Yann, kounnar ennan, a lakeaz e vaz houarn da c’hoari. Teuler a reas anezo er meaz eus ar maner.

Hag eun nebeut deveziou goude, e kemeras da bried ar plac’h yaouank oa deuet gantan da ziveza.

— 42 —