Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



O welet Yann, e reas eur skrijaden. Hanter-zevel a reas war e c’holc’hed, hag e zouarn e kroaz, e lavare : « O ! en han’ Doue ! ne lazit ket ac’hanon. Lezit va buhez ganen ha me roio deoc’h va frizounerezed koant hag o zad.

— Kré mil borgnon ! Kement-se dioc’htu, eme Yann, en eur vousc’hoarzin hag en eur anaout an Aotrou Baro-hir. Allô ! ar memez tra ! »

— Ia, ia, Kasit anezo ganeoc’h pa geroc’h ha kiit kuit.



An dimezelled ne c’houlennent ket gwelloc’h, a helloc’h kredi. Inouet awalc’h, oant, eno. Yann a gasas ar gosa dirag giou ar puns, a lakeas anezi da gregi start er gorden hag a lavaras d’e gamaradet chacha.

P’oa deuet ar gorden d’an traon, a nevez, edo eno gant an eil deus ar plac’hed yaouank. Mez kaer en doa strilha ar gorden, netra na finve el laez.

— Drol avad, eme Yann. Petra ’zo a nevez ’ta du-ze ? Hag hen lakaat ar plac’h yaouank war e gein, hag a arzou deuz ar gorden, pignad d’ar gorre.

— 40 —