Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


’c’houlen mont gant an diaoul ma torfen va yun araog kreisteiz.

Ar prun a goueze atao.

Pelloc’h, setu diou brunen o koueza war e vesken. Melen e oant evel an aour ha bouk evel ar mesper meüret er plouz. Netra nemet o sellet outo e teue an dour er ginou. Tenna ’reas e vontr ne vanke mui nemet pemp munut deus kreisteiz. — « Bah ! a lavare, pemp munut ? Kreisteiz a-walc’h eo brema e pep leac’h. »

Hag e tougas eur brunenn d’e c’hinou. Teuzi a rea war e deod, c’houek evel ar mel. Ar genta ’voe debret ; an eil a yeas d’he heul. Ar c’hemener oa c’hoaz o lipat e vizied hag e vourrou pa deuas an diaoul dirazan, eur zac’h, bras etre e zaouarn.

— Ac’hanta, kemener, emezan, setu me digouezet.

— Ia, sur, eme ar c’hemener, strafuilhet holl. Her gwelet a ran. Petra ’zo a nevez da vihana, ma redez evel-se war ar meaziou ?

— Me ’zo deuet d’ar kerc’hat.

— D’am c’herc’hat… Mez petra ?… Perak ?…

— Perak ? Dizounjet out ’ta, kemener ? Bremaïk, pa goueze warnout prun, ez peus goulennet mont gand an diaoul, ma teufes

— 310 —