Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


ha freuzet ar voger. Hag an holl a welas ar Rouf o tont er porz, ar Blogorn azezet war e skoaz.

— Prinsez, a lavaras ar Blogorn en eur stouï e benn dirag merc’h ar roue, c’hoant ho poa da gaout eur mevel. Setu daou ha ne c’houlennont nemet ober ho polontez.



Ar roue a yoa e gis nec’het. Ne ouie ket kalz petra da respount. Hag e chachas e verc’h a gostez. « Ne c’hellan mui enebi, a lavaras d’ezi. E rankez beza pried d’an den yaouank-se. Ne gaf ket d’in e vankfe kalz tra d’it en e ser. Dond a ra a benn d’ober kement a c’houlenner digantan.

An eured ’voe great.

Friko ’oa bet betek naontek guenneg hanter.

Mez ne dalv ket ar boan hen lavaret an holl frikoiou bras ’zo henvel.

N’oa bet netra muioc’h eget e leac’h all.

Eo, evelkent : evit dond eus an ilis d’ar palez.

An daou zen yaouank ’oa pignet er wetur evit dont d’ar gear, goude an eured. Met ar Rouf a zisternaz ar c’hezeg hag a lakeas

— 282 —