Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


dam, hanter-kant kaolenn, hag eur garrikellad karrotez.

Pa voe poaz an traou e lavaras. Deomp ouz taol brema. Gwelet e vo hag e stern an daol, te a zebro kement ha me. Me ’m eus naoun da zibri eur marc’h a-bez ha te, c’hoaz, war ar marc’had, koz tra fall.

Deomp oc’h taol, eme ar Blogorn.

Mez, araog azeza, e lakeas, a-zindan e jileten, e zac’h eteid d’e gof beteg e c’hronj,

Ar Rouf a zebre, a chaoke hag a gorde boued.

Ar Blogorn, ken nebeut, na jome ket da zellet. Kemerett a rea kig, bara, karrotez ha kaol. Mez, e leac’h lakaat anezo en e c’hinou, e taole anezo en e zac’h dre zindan e c’hronj. Ar Rouf ’oa ken touellet gand e voued ma na wele netra. Ha, goude beza debret ha debret, e tivountoune e jiletenn en eur vreugeudi : Ah ! douje ! a lavare, eur gwall-gofad am eus great en taol-ma.

— Debr, debr c’hoaz, eme ar Blogorn en eur lakaat eur gaolen dre zindan e c’hronj en e zac’h.

— Ne c’hellan mui, eme ar Rouf. Anat eo out boaz da zibri mein.

— Debr, debr ’ta.

— Ah ! nan. Va alan a vank d’in.

— 280 —