Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IAN HE VAS HOUARN
II
Eur wech oa hag eur wech n’oa ket, mes eur wech oa bepred.
Hag e oa eur paotr yaouank ha dre ma kreske e oad e kreske ive e nerz en eur fesoun burzudus. E hano oa Yann.
N’oa c’hoaz nemet daouzek vloaz hag e serviche da varc’h-limoun d’e dad. Evit kerc’hat ar foen d’ar gear ha kas an teil d’ar park, hen a dreine ar c’har.
D’ar mareou-ze, ive, oa bet eun devez gant e dad o prena eun eujen en eur foar. P’oa ar
— 27 —