Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BLOGORN



Hag e velas ar graonenn o tont war-zu ennan ive. Hag-hên dastum anezi. Stanka reas ar c’hleuz gant kinvi, evit miret ouz an dour da zont kwit hag e taolas anezi en e zac’h. Ha, laouen adarre, e tiskennas da gaout e vreudeur.

— Ac’hanta ? a lavaras d’ezan, Cheun, pa zigouezas, te ’oar brema eus a beleac’h e teu ar stêr ?

— Ia breur, a respountas, eus eun toull bihan, eus eun toullik bihan eo e teu.

— Hen-ma, eme Baol, hen-ma, ar bugel-ma ’varvo youank ; hen-ma ’n deus re a spered.

— Gwelet em eus ar pez a felle d’in gwelet ha desket em eus ive, ar pez a felle d’in deski, a lavaras ar Blogorn. Ha laouenik-holl a frote e zaouarn.



Digouezout a rajont e palez ar roue.

Ar wezenn ’oa tevoc’h eget biskoaz ; ar puns seac’hoc’h eget n’oa bet morse. Hag ouz an nor e oa staget eun paper hag a zouge e vije roet merc’h ar roue da bried d’an hini a deuje a benn da drouc’ha ar wezenn ha da gleuza eur puns hag a vije dour ennan.

— 267 —