Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR ZARPANT MILLIGUET


XVII


Beza ’oa eur wech eur pesketour. Dimezet oa abaoe dek vloaz. Mez siouaz d’ezan ! dizher e oa chomet.

Eun devez da heul e higenn e tennas dious an dour eur pesk eus ar re gaera.

Mez a-veac’h deuet en e vag, ar pesk en em lakeas da glemm ha da gôzeal evel eun den : « Lez ac’hanon da vont kuit, a lavare, ha me ziskouezo d’it e peleac’h kaout pesked a vern. »

Lezet e voe da vont en dour. Diskouez a reas warzu peleac’h mont er mor. Ha pesked, e gwirionez, ’voe paket diouz an druilh.

— 239 —