Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HERNIEL



— Petra ? C’houi ’peus klevet eun dra bennak ?

— Ia.

— O ! mad, eme Saïk, setu ama petra ’zo. Hag e kountas d’ezan, penn-da-benn, an traou evel ma oant digouezet.

Ar pab a zelaouas. Sellet a rea outan gant karantez dre ma tibune e blanedenn.

— Me eo da vreur, a lavaras d’ezan, pelloc’h. Me eo Nennik, da gamarad gwele gwechal, Lez ar goz itronig-se da vont d’he Zermaji. Te brema a jomo ama, ganen em falez.

Hag e tremenjont ar rest eus o buhez oc’h en em garet hag o veza eürus.

Kaout eun dro vad d’ober eun dra
Ne c’houlen ket chom da varc’hata.
Mez pardoni ’zo red, ar memes tra.


————
— 235 —