Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
YEUNIK HAG E GAZEZ





Ar roue ne gouie kalz petra da gredi. Yeunik n’en doa ket an ear da veza eur seurt aotrou-ze.

Hag hen ha mont da lavaret d’e vitizien : « Pedet em euz an hini ’zo bet o leina ganen da jom da gousket. C’houi ’lakaio d’ezan var e wele, linseliou kanab. Mar d’eo eun aotrou bras, ne deio ket en o zouez. Mez ma n’eo nemet eur paour, evel ma sonjan eun tammig, ez ei enno n’euz forz pegen rust e vefent.

A mitizien a reaz evel m’oa lavaret d’ezo.



Mez ar gazez vihan a yeas er gambr gant he mestr. Trounsa ’reas al linseliou.

— Ne di ket er gwele, en noz-ma, ’lavaras.

— O ! lez ac’hanoun da vond ebars mar plij ! keit all ’zo n’em euz ket gwele ebet.

— Nan, a lavaran d’it pa lavaran. Hag e ribinsas d’ezan e vorzed gand eun taol pao.

Yeunik a dremenas an noz en eur gador vouret hag a gouskas c’houek ar memez tra.



Diouz ar mintin ar gazez a ya dre ar maner eur grial : « Miaou ! Miaou ! »

— 211 —