Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
CHARLANKIK HAG AN DIAOUL



En eur zont deus an iliz an daou zen yaouank a welas war an hent, eur c’havalier soun ha drant war eur marc’h kellek.

Charlankik a anavezas an diaoul. Hag hen mont d’ar red warzu ennan. — « Deiz mad d’eoc’h, mestr », a lavaras d’ezan.

— Ah ! mad, Charlankik, eme an diaoul. N’ez peus ket bet aon o tont d’am c’haout dirag an holl ama. Abalamour da-ze me’ zo ’vond da rei d’id eun dra hag a rei plijadur d’az pried.

Hag e roas d’ezan eur pok. Hag ar pok-ze a gasas kuit diwar e dro ar c’houez fall hag a lakeas anezan da zont da veza livet brao, koant ha linvrin eus ar re gaera.

E bried na ehane da zellet outan.

He diou c’hoar a zelle ive. Mez ober a reant sellou a dreuz ha leun a zipit. Koueza ’reont jalous. An eil a daole e c’hounnar war eben. Hag oc’h en em ganna e kouezjond, eun devez, el lenn a ioa adrenv ar maner.



Bloaz goude, Charlankik a erruas c’hoaz gant an diaoul.

— 201 —