Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
CHARLANKIK HAG AN DIAOUL


XIV


Eur weach oa eun den : Charlankik a reat anezan. Hag ar Charlankik-se ne veze, morse hano gantan nemet eus an diaoul : diaoul ac’halen, diaoul ac’halese ; diaoul en tu-ma, diaoul en tu-ze. Pa veze amzer vrao, an diaoul emezan, eo hen roe. Pa veze amzer fall e lavare : petra ’n deus an diaoul o rei d’eomp eun amzer evel-se ?

— Taol evez, a lavared d’ezan meur a wech, an diaoul a glevo hag a deuio d’az kerc’hat.

— O ! me ne ran forz, a respounte. Mar deu d’am c’herc’had me ’gemero an tu d’en em entent gantan.

— 191 —