Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



« N’eo ket troc’het c’hoaz,
» Ar yeot glas, glas, glas. »

An alc’houeder a zave en ear hag a sutelle :

« Paket e vo ar paot fin,
Gwelet vo piou, piou, piou ?
’Vo ’n diveza o c’hoarzin… zin… zin… »

Hag er ster, dre ar prad, an dour a hiboude hag a lavare :

Ar Riwig
Koll, koll ;
Ar c’holl
D’ar Riwig.



Koulskoude ar mare oa deuet da droc’ha ar foen.

Nonna, ’zonjas klask eur falc’her d’ober d’ezi eun deveziad troc’ha. Mont a reas da di he amezeg Fanch an Tolc’h. Mez ne elle ket dont. Kemeret en doa fret e leac’h all. Ha nec’het maro, Nonna en em lakeas en hent da vont da glask, ne gouie da beleac’h.

Sada ma tigwezas ganti, eun den war manchou e roched.

— C’houi ’zo o klask eur falc’her, va zintin, a lavaras da Nonna.

— 18 —