Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Pa zigouezas, pelloc’h, e lavaras : Diwiskomp hon dilhad.

— Oh ! nan, emezi. Tomm eo d’in. Gortozit ken a vezo tremenet va c’houezen.

Mez, e gwirionez, ne c’hortoze netra nemet eul lizer digant he zad. Siouaz ! ne deue ket. Hag ar roue a ziskoueze kaout mall hag a lavare c’hoaz : « Diwiskomp ’ta hon dilhad. »

— O ! nan, emezi. Mezaon oun klanv. Kridien am eus em diskoaz hag em divesker. Kement-se ’zo son fall. Eun droug bennak a zo ’vont da c’hoarvezout ganen, koulz lavaret sur.

— Bah ! Bah ! An dra-ze n’eo netra, lavaras ar roue. Allo. Deomp en dour. Peseurt droug, kerkoulz, a c’helfe digouezout ganeoc’h ?



Dres, d’ar mare-ze, setu eur zoudard o tigouezout, ha gantan eul lizer. Rei ’reas anezan d’ezi. Ha Fantik en eur e lenn dond da veza tenval he fenn ha lavaret d’ar roue :

— Ah ! me ’zonje mad e teuje eun droug bennag beteg ennon. Setu aze eur c’helou ankenius. Va zad zo ’vont da vervel hag a c’halv ac’hanon da vont d’e welet, dioc’h-tu. Ho

— 186 —