Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Nonna oa nec’het. Koulskoude e ranke paea ar medisin. Ha ne oa den all er vro, gouest da brena he frad. Chom a reas da zonjal.

— Sell, Nonna, ’lavaras, pelloc’h, ar Riwig, n’oun ket kristen fall. Me ’ roio d’it pemp kant lur deus da brad. Hag ouspen, me ’ lezo ganez, bep bloaz, ar foen a c’hello eur falc’her da droc’ha en e zevez.

— Mad, Riwig, emezi, kountant oun evel-se.

Hag ec’h astennas he dorn. Ar Riwig a grogas ennan ha gant e zorn all e skoas warnan en eur lavaret : great ar werz ! Pemp kant lur !



An amzer a yeas en dro. Deuet e oa miz Even. War ar meaziou, pep tra oa drant ha laouen. Al lapoused a gane er bojennou. An eost evel eur mor glas a lintre er parkou. Er prad ar yeot a gomanse dougen bleün. Goude ar goanv, ar vuhez, e peb leac’h, a zo, adarre, birvidik…

— Gut ! Gut ! Gut !

Edo Nonna o c’helver e yar. Ar yarig a zifouche deus eur ribin. D’he heul ’zo eur c’hlodad yer bihan. Nonna he doa sonjet oa koz he yar, dija, hag he doa lakeat anezi da c’hori. Ha dre ma teue al lapoused bihan e

— 16 —