Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



An daou zant a zistroas da gambr an amzer. Ha dre urz Doue ar C’hastellinad ’voe kaset war an douar evit gwelet ha kavet mat oa e labour gant e genvroïz.

Lorc’h ennan, Krapig a ziskenn, douget war eur goabren. En eur zisken e sonje e teuje, d’ar zul warlerc’h, an holl d’e drugarekaat ha da baea banneou d’ezan. Marteze, zoken, diwezatoc’h, e vije portredet war plasen foar Sant Lukas. Piou oar ?…

Met allas ! n’eo ket evel a zonje e tremenas an traou. Pa voe gwelet o tisken, eur bern tud a redas beteg ennan. — « Den sot ! a lavare an holl d’ezan, ema kollet eost ar bloa-ma ganez. N’eus bet netra er parkou. Morse, n’euz bet amzer vat d’an drevajou. Pa veze red glao, e peus roet heol tom ; pa veze red heol tom ez peus roet yenien. N’ez peus ket a vez !… »

Kalz a venne skei gantan.

Met ar re a grie c’hoaz ar muia oa ar merc’hed yaouank. Deiz pardoun Kastellin, diouz ar mintin, e rea eun heol eus ar re gaera. Lakeat o doa o dilhad ar muia fichet, na petra ’ta ? Hag epad ar brosesion e reas eur glao spountus, ma oant lakeat holl evel maskaradennou. Da lun ha da veurz ar pardoun oa bet ar memes tra.

— 160 —