Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Petra am eus gwelet, va mab ? Gwelet am eus da skabell e kichen va hini, tan holl e kreiz an tan. An diaoul a lavar e varvi abaz nemeur. Va mab, pell ’zo, oa ar mare d’it da zont en dro. Ma kendalc’hez da veza laer, sur e vezi daonet…



Ar mab a lezas e vicher. Mont a reas da di e vreur ermit da zeski gantan hent ar baradoz.

An tad ne zaleas ket da vervel.

Ar c’helou ’voe buhan kaset d’an ifern. Rak, er bed-ma, eur bern diaoulou a zo atao en dro da bep-hini ac’hanomp. An diaoulou-ze a gasas ar c’helou du-hont. Ha Paol Gorniok, pa glevas, a reas stanka ’n toullou a oa er voger, serra gwaskou an nor. Aon en doa na deuje ar paotr koz gant e vaz da c’houlen lojeis digantan.

Met nan. Ar Bigouden en doa bet keuz d’e bec’hejou. Ober a reas eur maro santel. Hag an daou eal o doa digaset d’ezan ar vaz da vont d’an ifern, a zougas e ene d’ar baradoz.

Keuz ha glac’har er galon
A zo sur da gaout pardon.

— 152 —