Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


oa kristenez vat hag a c’hortoze gwelloc’h er bed all.

Eun devosion vras he devoa, dreist oll, da Zant Alar. Klevet he doa persoun ar barrez o prezek diwar e benn, hag e krede e oa, en Envou, kalz hueloc’h eged an Aotrou Doue.



Doue, war a leverer, a gar gwelet pegen krenv eo feiz an dud vat. Abalamour da ze e tigas, awechou, d’ezo poan.

Eun devez, Nonna a gouezas klanv. E derou an nevez-amzer ’ oa. Red oa d’ezi mont d’he gwele. Eun amezegez vat a deuaz da rei d’ezi tizan diwar bleün skao. Mez kaer oa, an derchen ne dec’he ket kuit. Red oa gervel ar medesin.

Nonna oa pareet. Mes, Gwerc’hez Vari ! Nag ar medisin oa ker ! Ha n’he doa netra nemet he zi, he yar hag he frad. Hag e sonje : ha mar gwerzfen va frad ? — Hag e sonje, ive : gwerza a ve eas ! Ha beva goudeze ?

Nec’het maro oa.



Nonna ! Nonna !… Sada ma klevas eur vouez o c’hopal. Digeri ’reas an nor. Ar

— 14 —