Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER



— Met petra ? Petra ’zo ’ta adarre ?

— Petra ? Va groeg ’zo ker mat, ker fur, ker koant, ken desket, ma n’emaoun mui er gount.

— Daoust ha ne gar ket ac’hanout ?

— O ! eo. Kalz, zoken.

— Daoust ha n’eo ket dous bepred en da gever ?

— Eo, eo, avat, mardouen. [1]

— Daoust ha ne gas ket mat da di en dro ?

— Deus ar gwella. Gras d’ezi omp pinvidik.

— Met neuze ?…

Met neuze ! Tonton paour ! ne ouzoun ket penaos lavaret kement-se d’eoc’h. Va maouez zo dispar. Met d’am zonj d’in-me, eo re zesket, re vat, re garantezus, he deus re a gened. Holl ar meuleudi a zo eviti. Met me, brema, a zo kemeret evit netra. Pa gaoze, an holl a zelaou anezi : pa gomzan, ne ve ket taolet muioc’h a evez eged euz eun azen o vlejal. Pa dremen, an holl a denn o zokou d’he zaludi. Ha me, pa ’z an dre an hent, ne vez ket great muioc’h a stad ouzin eget ouz eur c’hi. Ah ! tonton ! doare eur gwaz, lakeat eveldoun, a zo doanius.

— Mat. Petra ’fell d’it ?

— Me garfe e teufec’h da ober va maouez

diouz ho toare d’eoc’h-choui, tonton Per.

  1. Yez Leon. — Mardouen ne ket anavezet e Kerne.
— 137 —