Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER



He dilhad, na petra ’ta ? ne oant mui frank awalc’h. Hag ar boutounou a strinke hag ar manchou a roge. Monaig a grene gant ar spount. Kaout a rea d’ezi oa deuet hec’h eur diweza. Met an Tanguy oa laouen o welet pegement oa gwir komzou e donton.

Evelkent, avat, a sonje, e kouste keroc’h gwiska eur vaouez vras eged unan vihan. Ober a rankas dilhad. An nadoziou ’voe lakeat da vont en dro, hag a-benn kreis teiz oa echu ar wiskamant nevez evit Monaig.

Met ar vaouez keaz oa nec’het maro. Lénva ’rea pa zonje e ranke mont dirag an dud, kresket evel eun tour ha teo evel eur variken.

Na dez ket da lénva, a lavaras an Tanguy. Me zo ’vont da lavaret d’it ar pez ’zo digouezet. Deac’h oan bet o welet unan deus va zontoned koz, sant Per. Roet en doa d’in ar galloud da ober da ene ha da gorf diouz ma bolontez. Er c’hiz-se e vo, sur, peoc’h, atao, en hon ti. Ober a ranki bepret, pe e plijo ganez pe ne rai ket, ar pez a c’houlennin. Emechans, out eas deus ar c’hras-ze am eus bet digant an tonton ?

Monaig a helle respount d’ar goulennou a vije great outi. Ha hi lavaret : — Eas ? Ha n’oun ket, avat. Ma en dije gouezet sant Per,

— 131 —