Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


son an distera. Met d’an oad a c’houec’h vloaz, e pakis eun hano all : « Ar c’hlapez ! Dre c’hras Doue, an hano-ze n’eo ket bet dalc’het warnon. Ha koulskoude, sùr, em eus santet meur a weac’h beza gounezet anezan.



Eun devez oan gwintet war Margot, ar gazek koz a oa du-ma. Dindanon oa eur zac’had ed hag a dlien da gas da vala da Vilin ar C’harpount.

Araok mont en hent, va mam-goz, — Doue d’he fardono ! — a lavaras d’in : « Arabad d’it, avad, kleo, lezel ar miliner da gemeret ouspen eun dornad gwiniz evid e c’hobr.

— Mad, eme-ve, eun dornad gwiniz.

— Ia, eur dornad gwiniz, sur. Lavar an dra-ze en eur vont gant da hent. Kerkoulz, ma faot, red e vo d’it en em voaza da lavaret an traou en eur vont gant da hent. Rak da spered a zo ken berr ma na jom ket pelloc’h an traou ennan eget an dour er zil.

— Mat, mam goz, eun dornad bep sac’had ? Me ’lavaro.



Eun hanter-eur goude-ze, edon o tremen ebiou eur park. Tri mevel oa ennan oc’h hada

— 114 —