Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278


AR MEUDIG


————


Gwelloc’h ijin eget nerz.


EUR wech e oa eur glaouaer hag eur c’hlaouaerez ha o devoa seiz mab; paour raz-iliz e oant hag o bugale o lake dies, dre ma n’helle nikun anezo gounid e vara.

Eun dra all c’hoaz a roe d’ezo brasoc’h melkoni ; o mab yaouanka, eur paotrig seiz vloaz, a oa disterik tre ha ne lavare ger; her c’hemeret a raet evid eun darzot ; bihanik, bihanik oa ; pa deuas war an douar n’oa ket brasoc’h eged eur meud ; abalamour da-ze e oa hanvet ar meudig.

Ar bugel kêz en devoa kalz da c’houzanv ; en dizro a bep lec’h, ar bec’h a goueze warnan ha, koulskoude, e vreudeur ne oant, en e gichen, nemet glapezeien. Ne gomze ket kalz, met, mat e oa da zelaou.

Dont a reas eur bloavez kernez, en ti paour ne oa mui netra da lakat etre an dent hag an tad hag ar vamm a reas ar zonj d’en em zizober eus o bugale.

Eun nozvez m’oa kaset ar vugaligou d’o gwele ha ma oa ar glaouaer, e toull an oaled gand e wreg, e lavaras d’ezi, e galon rannet gand ar c’hlac’har : « Gwreg paour, ne c’hellomp mui maga hor bugale ; ne badfen ket ouzo gwelet o vervel gand an naon ; warc’hoaz o c’hasin da goll d’ar c’hoat bras ! »

— « o ! a lavaras ar c’hlaouaerez ho bez ’ez pefe ar galon d’en em zizober eus da vugale ? »