Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Ar Blouzen Ed-du. Ar Vro, 1906.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —


He daoulagad e daoulagad he mignoun, Louizik a lavaraz : « Oh ! me ve kontant. »

Antronoz, Pierrik, ne oa ket divezad, pa ziguezaz e ti e vignounez. Heb klask tamm troidellerez e c’houlennaz Louizik da bried.

— Oh ! oh ! eme an tad, Louizik ?… Paotr paour ! n’euz ket a blunv avoallac’h var da askel, evid kaout Louizik en da neiz. Hor merc’h a zo penn-herez, hag an hini a vo he goaz hen dezo, dustu, alc’houez va armel da voutouna e vragou [1]. Mez an hini a vo va mab kaër, a vo red d’ezan kaout da vihana dek mil skoet da argoulou. »

An den iaouank a ruziaz gant ar vez. Askornet mad oa ; iec’hed hen doa a drugare Doue, n’euz forz pegement. Mez n’hen doa, koulz lavaret, tamm danvez. Mont a reaz deuz an ti, heb teuler, zoken, eur zell var zu Louizik.

Edo vont d’ar gear, e benn pleget. An amzer oa tenval ; glao a rea. Lavaret e viche oa an deiz oc’h en em ober deuz e galoun : ho daou e lêvent.

Setu ma tiguezaz ganthan eur c’hrac’h koz. He c’horf oa kroummet holl, he bleo oa gwenn evel an erc’h ; he dremm krinet evel eun aval koz, hag he fri a boke, koulz lavaret d’he helgez. Mez he daoulagad oa chommet lemm ha drant.

— Paotrik, emezhi, perak e ouelez ?

— Mammik koz, bet oun o c’houlen da bried eur plac’h hag a garan.

— Ac’hanta ?

— Oh ! siouaz ! mammik koz, va zail a meuz bet.

— Paotrik, eme ar vamm goz, poan an amouroustet ! Me anavez an dra-ze. Hennez eo ar brasa klenved zo er bed, abalamour e ma e kaloun an den ha ma n’euz en apotikerez, louzou mad ebed outhan.

Hag hi tenna eur blouzen ed-du deuz a zindan he mantel ha lavaret da Bierrik : — « Kea, paotrik, em berr, goude koan, da di da vignounez. Laka ar goloen-ma e toull an oaled. Den na ello mui, ebarz en ti, c’hueza an tan. An avel a roio en eur c’hueza, a deuio er meaz dre draon e gein. Pa veli kerent Louizik nec’het maro, e teui d’ho c’haout da c’houlen ho merc’h adarre. Ma ve roet d’id e tenni ar blouzen ed-du er meaz hag e c’huezi an tan.

A veac’h he doa lavaret ar c’homzou-ze, ar c’hrac’hik koz a ieaz kuit. Pierrik, ar blouzen ed-du en e zourn, ne rea nemet drebi sonjou hag hunvreal. Deuz ar pardaëz e zeuaz da di e amezek hag e lakeaz ar goloen e toull an oaled.

D’an deiz varlec’h ar plac’h iaouank a savaz da genta. A veac’h ma doa gwisket he dillad ec’h en em lakeaz da c’hueza an tan. Oa berniet ganthi eun dornad blenchou munut. Buan e frotaz eun alumetezen ha da c’hueza. Sator due ! an avel, e leac’h dond dre he ginou er meaz, a deue dre ar penn all hag a rea eun trouz mantruz !

— Doue ! va mamm, emezhi, oh ! na me zo klanv ! Me ’zo vont da vervel.

— Petra ’zo, merc’h keaz ?

— Oh ! mamm, na ran nemet diavela.

— Ichekon ! setu aze klenvejou, zur. Sodez ! ne varver ket, evit klenvejou velse.

— Oh ! emezhi n’oun ket evit c’hueza ’n tan.

— Mad, lez, lavar da bater : me zo ’vont.

Ar vamm a deuaz en eur lasa he broz, da zaoulina var an oaled. Evit espern alumetez e lakeaz ar goulou da zevi ar blenchou ha, goude-ze, e c’huezaz. Mez an avel a deue er meaz dre ar penn kountrol hag eun trouz gantan ma oa eun eston !

An ozac’h oa dihun en e vele. Hag hen pa glevaz, diroll da c’hoarzin. Assa emezan d’e c’hreg, petra zo ? Klanv out gant ar gwent, ma zo ganez kement

a avel draon ?

  1. Va alc’huez da voutouna e vragou : lavar koz ha na ve mui ententet gant ar re iaouank. Gwechall, en amzer ma touget brageier rodok, e viche lakeat alc’houez en armel da brenna ar bragou. Pa rea an tad dilez, e viche lavaret hen doa roet d’e vab alc’huez e armel da voutouna e vragou.