Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - An tri breur. Ar Vro, 1906.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

iao ! eun taol turkez var pep houarn koz hag an hern d’an traon, c’hwec’h taol morzol war pep houarn nevez ha staget hern all deuz treid al loen.

— Brao, brao ! avad eme an tad. N’e ket eaz lakat kem etre te ha da vreur. N’oun dare kalz da biou rei an ti.

—o—

Ar glao a en em lakeaz da gweza. « Tad, va zro me brema, eme ar mab all. » Hag hen dihouina e gleze. En em lakat a reaz da drei ha zizrei anezhi azioc’h e benn. Parad glao ebed na gwez varnan.

Neubeut a neubeut an arne a greskaz. An dour a gweze deuz an Nenv, evel ma vijer bet o teuler gant baillou. Mez ar c’hleze a iea hag a deue ker buan en dro da ben ar mestr-eskrimer, ma na gwezaz beraden glao ebed var e zillad.

— Ah ! fidandoulle-doulle, eme an tad, te zo ar gwella desket var da vicher. An ti zo d’id.

An daou vreur all, ne gemerchont ket a gasoni evit kement-se. Leun a garantez an eil evit egile e chomjont ho zri er memez ti. Labourat a rejont pephini, var ar vicher en doa desket. N’oant ket bet pell evit dont da veza pinvidik. Beva o doa great koz-koz ha pa deuaz unan anezo da vervel an daou-all a vevaz gant ar glac’har. Hag evel m’o doa bevet o zri dindan ar memez toen, oant lakeat er memez bez da ober o c’housk diveza.

Gwir garantez etre tri zen
Gant ar maro na c’hell tremen.

Doph an ti-all.