Pajenn:Jezegou - An teir nezerez Ar Vro, 1906.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —


Ar Rouanez a gavaz deread kement-se. Koulkoude araok mont e-kuit a lavaraz :

— Varc’hoaz, evelkent e vo red labourat.

—o—

Ar plac’h keaz ne ouie kalz penoz en em gemer. Mond a reaz da zellet dre ar prenestr, hag e welaz teir vaouez o tond war he zu. Unan anezo e devoa eur foultren troad, plad evel eur bal ; heben eur pez muzel hag a goueze evel hini eur gazek koz ; hag an hini all eur mell biz-meud ledan evel eur c’holvez.

— Plac’h, emezho d’ezi, pa oant deut tost, mar kirit pedi ac’hanomp d’ho friko, laret hep mez omp ho kinniterezed-kompez, ni a nezo an deir gampad lin zoken hep dale pell.

— Ia zur, a greiz va c’halon, eme ar plac’h iaouank. Deuit eta en ti ha labourit dustu.

—o—

An teir maouez divalo a grogaz kerkent el labour. An hini genta a jache an neuden ha, gant he zroad, a droe rod ar c’har ; an eil a c’hlebie an neuden war he muzel, hag eben e gorde gant he biz meud. En tri devez, oa nezet an teir gampad lin. En eur vont ’kuit, an teir vaouez a laraz d’ar plac’h iaouank :

— Ha brema, dalc’hit sonj da seveni ho promesa.

—o—

Ar plac’h iaouank a oa mall ganthi diskuez d’ar Rouanez an teir gampad neud. Ar Rouanez oa kontant dreist. « Allo, emezhi, mad, mad tre ! Friko a vo; va mab a vezo ho koaz. Har an den iaouank a oa fier an tam anezan, da gaout eur vaouez ken mibin ha ken labourerez.

Deizadet oa ar friko.

— Beza meuz teir giniter-gompez, eme ar plac’h iaouank. Ne garfen ket ho ankounac’had deiz va eured. Emechanz, e c’hellan pedi anezho da zond d’am friko.

Ar Rouanez hag an den iaouank na c’houlennent ket gwell, ha deiz an eured, an teir vaouez divalo a zeuaz, gwisket deuz an drolla.

— Ra vezo deut mad va c’hiniterezed-kompez, eme ar plac’h nevez. Oh! eme an den nevez, na divaloa kerent ho peuz aze. Perag a lavaraz d’an hini kenta, ho peuz c’houi eun troad plad ?

— Abalamour emezhi, e meuz troet ar c’har neza.

— Oh ! Ha c’hui a lavaraz d’eben, perak ho peuz eur muzel ouz an ispil ?

— Abalamour a laraz, a meuz glepiet an neuden.

— Oh ! Oh ! Ha c’houi, a lavaraz d’an drede, penoz eo ken ledan ho piz-meud ?

— Abalamour, a respontaz, e meuz kordet an neuden.

Mab ar Roue a gemeraz aon.

— Daonet, emezan, va c’hreg na nezo biken mui. Na meuz ket c’hoant de welet anezhi o kaout eun troad plad, nag eur muzel teo, nag eur meud ledan.

Seul vui e vec’h anaoudek, seul vui e vec’h karet,
Beza dizanaoudek a zo a ouenn an aëred.

Doph an ti-all.


————