Pajenn:Instructioneu devot ha Choèj a histoérieu eid en dud youank a ziar er Mæzeu.djvu/183

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

169 — mui a garanté doh-oh, p’en dé gùir en hum ran d’oh mé-memb I Mèn é ma en ami e zou capabl d’hobér quemenlral eid é ami. Tosteit enta d’em zaul sacret, ivet ha daibret, 6 me hroaidur a garanté I rac me mès er brassan desir de vout hou mâgadur hag hou preuaj spirituel t Mar hum rantet d’em desir, hui e receuou en donaezoneu caéran ha pinhuiquan. Me zou er furnès ag en nean; receaet-mé, ha hui e zei de vout fur ha parfaet. Me zou er vamen a burtèd, er burtèd memb : re-ceuet-mé, ha me grouéou én-oh ur galon nehué, ur galon pur. Me zou er vamen ag en ol grrnceu, pé quêntoh er graes memb; receuet-mé, hag a hoanmaoh, hui e zei de vout crihue ha nerhus dré me secour, hag a beur ma oh, hui e zei de vout pinhuiq bras dré me zre-zolieu I Me zou un Doué crihue ha puissant, pé-hani e hel gobér er péh e gar, ha doh pé-hani nitra ne hel resistein; tosteit d’ein enta ha m’hou harpou, hag e virou doh-oh a gouéhel idan er bouis ag en trebilleu. Tosteit d’ein, me zou haval doh tad er mab prodig. Mé-é en dès convertisset sant Paul, Mari-Madelén, sant Augustin hag ul Digitized by — 170 —