digaset eun dousenn all, ha goude an dousenn-ze, eun dousenn all c’hoaz. Ez a stal Janedig da veza goulonderet !
A-barz ar fin, evelato, e voe karget ar c’hofou. Per a baeas hep marc’hata, a lavaras bennoz Doue da Janedig, hag a yeas kuit gant e gamaraded. Mar ho pije gwelet ar baotred-man o vont, dre vourk Ploueskat, e vijec’h chomet a-zav da zellet outo. Per a oa e-kreiz, sounn e benn, drant war e dreid, rok an tamm anezan, hag ar re all a oa en-dro d’ezan oc’h esa gouzout piou a vije an tosta, oc’h esa komz outan evit her meuli hag hen trugarekaat. Ha da belec’h ez eont er c’hiz-ze, hor c’hanfarted ? Ne ouient ket o-unan, pa deuas Per, evel mestr ar vandenn, da lavaret d’ezo :
— N’eus c’hoaz netra er bourk. Mar kirit, ez aimp breman war hent Kleder da zellet ouz an dud o tont d’ar foar. Goude-ze e teuimp en-dro, hag e raimp adarre eun abadenn all a zibri kouignou.
— Ya, ya, eme ar baotred ; eomp war hent Kleder, ha deus en hor c’hreiz, Per. Pa vezo digor ar foar e tistroimp d’ar bourk, hag e kavimp kouignou all gwelloc’h marteze eget re Janedig ar Bombonou.
Hag ar baotred war hent Kleder. Dre ma ’z eant, ne veze klevet nemet ar c’homzou-man :
— Te a zo eur gwaz, avad, Per !… Te a zo eun den, avad !… Hag e lakead an dourn war skoaz Per evit ober flourig d’ezan.
Ha Per, e-kreiz, a oa lorc’h ennan.
Chom a rejont da c’hoari e-kichen ar Groaz-Hir, war al letonenn a zo dirak Feunteun-Zant. Ne voe ket hir an abadenn c’hoari, rak, a-benn eun nebeudig amzer, e weljod hor c’hamaraded oc’h en em dorta, oc’h en em starda, oc’h en em gordigella, oc’h en em