— Mad, Perik, eme an Aotrou Inisan, n’eus forz peseurt hent a gemeri en da vuhez, me a ro eun ali d’it : studi ar brezoneg, hag araok lavaret kenavezo d'in, tou dirazon e laki ar pez ac’h eus a zeskadurez da harpa hor yez.
E zaoulagad lemm a bare warnon hag an tan anezo am zrec’has kement, ma teujen da respont, hep chom da varc’hata :
— Hen toui a ran, Aotrou Inisan. [1]
Abaoue n’em eus ket ankounac’heet ar ger roet da skrivagner Emgann Kergidu ha Toull al Lakez, ha kaout a ra d’in atao gwelet daoulagad doun ha lemm an Aotrou Inisan o para warnon, hag e vleo gwenn ha fuilhet o tispaka, war e dal uhel, eur gurunenn arc’hant.
1°. — Toull al Lakez, gant Lan Inisan, beleg a Winevez-Lokrist (leorig in-32, 67 pajenn ennan ; Brest, J.-B. hag A. Lefournier, 86, ru Vraz ; — Kemper, e ti I. Salaün, leorier, 56, ru Kereon. 1878) [2] « a zispleg, ken brao ha tra, kentel ar seizvet hag an dekvet gourc’hemenn a Zoue ». « Na kaera fustadenn, — a skrive gwechall an Aotrou Moan, person Plourin-Gwitalmeze da Lan Inisan, — na kaera fustadenn a roit aze d’an neb a zo hir e vrec’h ha digor bras e graban, dioc’htu ma wel eun dra bennak
- ↑ — Ar pez ne lavar ket Per Pronost eo e talc’has d’ar ger roet gantan d’an abad Inisan. Skriva a reas e brezoneg er Chourrier, en " Espérance Bretonne " (dindan leshano Gwenole), e Kroaz ar Vretoned, er Bobl. Skigna a reas aman hag ahont meur a werz hag a son, a zastumas divezatoc’h, er bloaz 1902, en eul leor : Annaïk, Lili ha Roz gouez.
- ↑ — An « Imprimatur » a zo bet sinet an 21 a viz mezeven 1878 gant an abad Aug. Chatton, vikel-vras eskopti Sant-Briek. Gwelet hon eus uheloc’h e oa bet embannet Toull al Lakez, er bloaz 1874, e Feiz ha Breiz. — An aotrou F. Vallée en deus e embannet a-nevez e Kroaz ar Vretoned. (17, 24 a viz du ; 1, 8, 15, 29 a viz kerdu 1912 ; 5, 12 a viz genver 1913).